Aldous Leonard Huxley (/ˈɔːldəs ˈhʌksli/ ; 26 a viz Gouere 1894 – 22 a viz Du 1963) a oa ur romantour, ur barzh hag ur prederour saoz. A-douez an hanter-kant levr bennak bet skrivet gantañ ez anaver ar romant skiant-faltazi Brave New World (1932) er bed a-bezh ; e The Doors of Perception (1954) e kontas e vuhezadoù dindan drammoù psikedelek evel ar meskalin. En e yaouankiz e voe kenrener ar gelaouenn Oxford Poetry hag e krogas da skrivañ istorioù berr ; diwezhatoc'h e skrivas senariooù evit ar sinema ha danevelloù e veajoù. E Los Angeles e tremenas trederenn diwezhañ e vuhez. Denelour, peoc'helour e oa Aldous Huxley, hag ur flemmganer ivez. Pa oa o vont war an oad e voe dedennet gant al lezvredoniezh hag ar gevrinelezh prederouriel, ar pezh e gasas war-du an hollvedelouriezh (The Perennial Philosophy, 1945). E diwezh e vuhez e voe anzavet evel unan eus speredoù pennañ e amzer. Seizh gwech e voe kinniget e anv evit Priz Nobel al Lennegezh, met biskoazh ne voe roet dezhañ.
Developed by StudentB